lundi 20 février 2012

Signature de la charte Ya d'ar brezhoneg pour Livre et lecture en Bretagne

Ci dessous le discours prononcé lors de la signature de la charte Ya d'ar brezhoneg ! pour l' EPCC Livre et lecture en Bretagne que j'ai l'honneur de présider, le 15 Février 2012. Lien de Livre et lecture ici :
http://www.livrelecturebretagne.fr/



Itron Kadoriadez Ofis ar brezhoneg, keneiled ker, mignoned ker, chers amis,
Madame la Présidente de l'Office de la langue bretonne, chers collègues,chers amis,

Da gregiñ ganti e karjen kinnig an emglev vo sinet ganeomp da vemor Annaig Renault. Barzhez ha skrivagnerez koulz e brezhoneg hag e galleg. Ur vaouez he deus graet maread a draoù evit al levrioù e Breizh hag aet diouzhimp nevez zo siwazh. ..

Ur blijadur vras eo din sinañ ar Garta : Ya d'ar brezhoneg ! en anv Kuzul-Merañ Levrioù ha lennadennoù e Breizh. Hiviziken e vezo muioc'h a vrezhoneg en ti, muioc'h a vrezhoneg pa vezo kelaouet an dud ha graet brud d'hol labour. Ul labour...e brezhoneg pa'z eus ur vrezhonegerez er skipailh ganeomp c'hoazh.

Pour commencer, j'aimerai que cette signature soit dédiée à Annaig Renault, poète, nouvelliste, romancière de langue bretonne et française qui a donné beaucoup pour le livre en Bretagne et qui vient de disparaitre.... C'est avec grand plaisir que je signe aujourd'hui la charte Ya d'ar brezhoneg ! au nom du Conseil d'Administration de l'EPCC Livre et lecture en Bretagne. Il y-aura désormais plus de visibilité à la langue bretonne dans nos outils de communication et d'information alors même que nous avons déjà une brittophone déjà dans l'équipe.

Lennit e brezhoneg, e bebereg, en amerindianeg ha taolit ur sell all war ar bed ha ne vo ket sell an niver brasañ. Hon doare da skrivañ deomp-ni ez eo ha dleet deomp kas an doare-se pelloc'h hag ober tan hag ober ton d'ar skrivañ e brezhoneg. Re vihan eo lodenn hor yezh setu ma rankomp reiñ brezhoneg da welet, da glevet, da zeskiñ ha da lenn evel-just. Hon dever ez eo amañ e ti Levrioù ha lennadennoù e Breizh ober hol lod da doullañ pelloc'h an ero. Ha gwall fier on deus ar perzh-mañ deus hor sevenadur emaomp o tifenn.

Ecrire en breton, berbère ou améridien c'est lire et penser le monde différemment qu'en langue majoritaire. C'est écrire à notre manière et c'est cette manière qu'il nous faut entretenir, transmettre, valoriser, montrer. Parce qu'elle est unique et parce qu'elle a apporter au monde ; minorisée mais tout aussi égale aux autres, la langue bretonne se doit désormais d'être vu, entendu, apprise et bien entendu lu. C'est notre devoir, à Livre et lecture de participer à cette réappropriation ou appropriation d’une part importante de la culture de notre pays.


Atav o deus bet lennet an dud e brezhoneg. Va zud-kozh n'o doa nemet ul levr avat, e-giz en holl diegezhioù war ar maez e Breizh-Izel. Al levr ma'z eus unan. Ul levr sakr. Ul levr e brezhoneg rak ne oa yezh all ebet er gêr. Buhez ar Zent an hini eo. Bemnoz e veze lennet buhez un den pe ur vaouez deut pell a oa deus Breizh-Veur betek Breizh Vihan en Armorika. Anv 'veze deus ar burzhudoù, ar marvailhoù, deus an amboubaled ha dao ! Kregiñ a rae ar vugale da hunvreal. 80 vloaz da c'houde e vez atav lennet marvailhoù gant bugale Vreizh (ha gant va re din-me na petra'ta !) Gizioù nevez zo da Vuhez ar Zent ha brudet int er bed a-bezh : Harry Potter, Hunger games... Setu cheñchet ar Bed ha brezhoneg zo atav ganeomp. Nemet... Daoust hag hunvreal a ra ar vugale gant levrioù brezhonek ? Labour zo c'hoazh a-dra sur. Da c'hortoz e lavaromp-ni, tud Levrioù ha lennadennoù e Breizh "Ya ! d'ar brezhoneg"

Ha tro ma skrive Annaig Renault en he barzhoneg "Gant ma tavo gwad an noz" :

"Ra vezo aloubet ar bed gant al livioù"

Hag e vezo Annaïg
Hag e vezo...

Le livre avait une place particulière dans la société de langue bretonne. Enfants, mes grands-parents possédaient, comme toutes les familles rurales de basse Bretagne, un livre unique. Le livre. Sacré. Un livre en breton, langue exclusive de la famille. Ce livre c'était le Buhez ar zant/la vie des Saints. Chaque jour avant le dîner était lu une vie d'un homme ou d'une femme venues de l'île de Bretagne qui avait fondés leur petite Bretagne en Armorique il y-a de cela très longtemps. On y parlait des miracles, de fantastiques, de magies, de dragons et les rêves des enfants s'envolaient. 80 ans après, les enfants de Bretagne (et les miens en premier !) débordent de livres fantastiques et lisent des Buhez ar zant modernes, best sellers internationaux : Harry Potter, Hunger games... Un monde a basculé et la langue bretonne est toujours là. Mais les enfants arrivent t' ils à rêver par des livres en breton ? Il reste du chemin à faire pour y-arriver sans aucun doute. En attendant, par cette signature, Livre et Lecture en Bretagne, apporte sa pierre à l'édifice d'un monde plus riche de sa diversité culturelle et j'en suis particulièrement fier.

Et comme l'écrivait Annaig Renault dans son poème "Pourvu que se taise le sang de la nuit" :

"Que le monde soit envahi par les couleurs"

Il le sera Annaïg
Il le sera..."




















Aucun commentaire: